Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Lik Ha Lik
Blog ar strollad rock brezhonek Lik Ha Lik

27/10/2009 GMT 1

Festival Rock e Breizh

likhalik @ 08:02

D'ar Gwener 30 a viz Here er Bacardi e Kallag, adalek 8e e vo ur festival evit lidañ embann ar bladenn Rock e Breizh, 30 vloaz Waok'n'Waoll brezhonek.

Gant Trouz an Noz, Anken, Brieg Guervenno group, Gimol Dru Band, Daonet, Bernez Tangi...hag ur bern re all hag evel just LIK HA LIK!!!

Bezit prest, tomm e vo!Festival Rock e Breizh

30/01/2009 GMT 1

Fest-noz kentañ Lik Ha Lik!!!

likhalik @ 22:13

Bloavezh mat d'an holl!

War ar stern emañ c'hoazh an demoig, ar golo hag ar moullañ a chom d'ober. Met a-benn nebeut e vo prest, na rit ket bil.

Mod all, Ar sonadeg a zeu a vo d'ar Merc'her 18 a viz C'Hwevrer e Sal ar Cité e Roazhon. Ur fest-noz skoazell evit rann skol-veur Roazhon 2 an SLB. Evel just eo ur fest-noz/Sonadeg ... na rit ke bil n'hon eus ket cheñchet stil d'ar poent-se. Bez e vo ganeomp ivez IMG, Choukomp dezhi hag ar Ramoneurs de menhirs.

Kregiñ a raio da 8e ganeomp, na c'hwitit ket war-se neuze (kanaouennoù nevez a vo!!).

5 euro ar mont e-barzh.

Ken veoc'h gwelet, lennet...

29/11/2008 GMT 1

Youc'hou!!!!

likhalik @ 12:00

Setu, enrollet ganeomp a-benn ar fin peder c'hanaouenn (Sekred evit gouenn ar vistri, Miss Mousc'hoarzh, Div eur mintin, Al loen blevek) ar week-end tremenet er Jardin Moderne e Roazhon. Feuls hag efedus eo bet an devezh, enrollet ar peder c'hanaouenn ha graet war-dro o miks... Trugarez da Loïg evit e basianted hag e efedusted.
Evit a re na ouifent netra diwar-benn an enrollañ demoioù e vez kemeret peurvuiañ un devezh evit enrollañ div ganaouenn hag un devezh all evit miksañ anezho. Da lavaret eo omp aet fonnus-kenañ...
Pal an traoù ne oa ket enrollañ pladenn ar bloaz met un demo evit sonadegouta. Enrollet eo bet live ha n'eo ket prop-kenañ, faziouigoù a chom met, feiz, live e oa!! Ha n'eo ket ken vil ha se memestra! ;0))

A-benn nebeut enlinenn ha da bellagargañ war hol lec'hiennoù...

Devezh mat deoc'h

Fañch Ikacheuc'h

08/11/2008 GMT 1

Goude Naoned, Montroulez!!

likhalik @ 09:51

Ma, goude un abadenn blijus e Naoned gant hor mignoned (Brieg Guerveno group ha Daonet), ur son eus ar c'hentañ -daoust da izili zo eus ar strollad bezañ bet klañv-ki-  hon eus enrolladennoù dambropr da lakaat enlinenn... neuze p'am bo amzer e klaskin hen ober.

Me a oar e ra mizioù e lavaran deoc'h ho po enrolladennoù a-benn nebeut, pezit un tamm pasianted c'hoazh hag ho po, gwir.

Nemet n'eo ket anat ingal bezañ rock stared...

War an hent c'hoazh hag adarre ;0)) evit ar wezh kentañ e Montroulez!!

En davarn "Le café de l'aurore" e kreiz-kêr Montroulez e vimp o seniñ d'ar Gwener 14 a viz Du e-kerzh Festival Tan Miz Du aozet gant KLT.

Peurrest ar programm war ar bajenn

http://www.klt.fr/prog_tan_miz_du_2008.html

Deuit niverus, digoust e vo !!

03/10/2008 GMT 1

Naoned e Breizh!!

likhalik @ 04:38

Anat d'an holl a lenn ar pennad-mañ am eus spi. E Breizh emañ Naoned. Ha perak e komzan deoc'h eus tabutoù politikel ken dañjerus ha se ^^? Peogwir e vimp o seniñ e Naoned d'an 18 a viz Here er Ferailleur gant Brieg Guerveno (a anavezit dija sur e sonerezh folk-rock) ha Daonet (stared ar c'horn-bro gant o rock-keltiek). Ya, ni adarre oc'h ober trouz brezhonek. Gant ar memes kanfarted. Ur seurt "Breizh touch"(à ton cul)  evit ar re a vev e brezhoneg en un doare normal (estreget selaou sonerezh hengounel Breizh ha debriñ krampouezh a vez graet ganeomp ;O))

Ma, deomp evit an titouroù resis; da 9e emañ ar sonadeg ha 6 euro ar mont e-barzh, n'eo ket ker evit tri strollad ken efedus war al leurenn hag hor re (ya, c'hwezhet hor pennoù, met Waok'n'Waoll eo, Petra 'ri?)

Neuze ken veoc'h gwelet

Fañch Ikacheuc'h

08/06/2008 GMT 1

C'hwi zo war Likhalik info!!

likhalik @ 07:46

Setu tremenet mat-kenañ ar sonadeg e Lokoal Mendon. Pevare pe trede nozvezh gant ur bern strolladoù rock brezhonek, gant ma vo muioc'h mui eus ar re se.

Enrollet ez eus bet traoù hag emaomp o c'hortoz klevout an disoc'h. Ar vreudeur Mort-vivant o deus graet c'hoazh un tamm kan-ha-diskan punk...Ha war a-seblant ez eus bet gounezet un nebeut gwenneien gant ar skol. Tizhet pal kentañ an nozvezh.

Eil pal hag a oa diskouez d'an dud e c'heller ober a-bep seurt sonerezh e brezhoneg ha n'eo ket dre ret stag ar yezh-se ouzh ar sonerezh hengounel a zo bet tizhet ivez d'am mennozh.

Mod all, diwar-benn ho strollad Waok'n'Waoll muiañ karet (Lik ha Lik ma n'eo ket sklaer deoc'h...Ne c'heller ket huñvreal ken?!) :

Un tamm ehan a vo graet ganeomp evit ar sonadegoù amzer peurlipat hor c'hanaouennoù gant un tabouliner stabil (pegen plijus eo ober div sonadeg da heul gant ar memes hini...) hag ivez enrollañ un draig a-benn sonadegoùta (ok, ar verb n'eo ket hengounel-hengounel met komprenet e vez, ne vez ket?). E-mod-se e c'hellimp ivez lakaat enrolladennoù stumm nevez Lik Ha Lik war ar rouedad. Piv en do plijadur divskouarn? N'eo ket ret deoc'h hon trugarekaat en a-raok.

Adkregiñ a raimp gant ar sonadegoù e miz Here gant Brieg Guerveno ha Daonet er Ferailleur e Naoned (hag a zo e Breizh daoust da soñjoù Breizhiz 'zo strizh o spered ha Petainourien gozh...) d'an 18 a viz Here. Setu evit hiziv. Ken ar wezh all

G.S: Un draig c'hoazh em boa disoñjet lavaret deoc'h goude sonadeg miz Mae er Mondo Bizarro. Ar chañs hon eus bet da gaout luc'hskeudennoù graet gant Yannis Ruaux ul luc'hskeudenner a-vicher ha lakaat a raimp un nebeut anezho enlinenn evit plijadur hon egoioù. ;0))

18/05/2008 GMT 1

E Lokoal e vo Fiskal !!

likhalik @ 16:36

Mat an traoù ganeoc'h?
Mat an traoù ganeomp goude hor sonadeg e Roazhon evit Fuck an hengoun!
Seniñ gant skipailh Fiskal Bazar zo bet ur sapre plijadur, mall zo warnomp o adkavout a-benn disadorn. Bezit war al lec'h hag ho po souezhadennoù marteze ;0))
Neuze ar sonadeg da zont :
An holl ditouroù war ar bajenn-mañ
http://www.petraeo.com

Kregiñ a raio da 6e gant ar strollad Prim (gwelet e taol-lañs kentañ Devezh ar Brezhoneg hag evit ar Redadeg ma ne fazian ket).
Hag evel just e vo Daonet, Lik ha Lik (souezhus neketa?),Fiskal Bazar, hag ar Ramoneurs de Menhirs.
Kit holl d'ober trouz ha da huchal e brezhoneg.
Na zisoñjit ket ez eo memes tra evit Skol Diwan an Alre
Kaout plijadur an divskouarn hag ober un dra vat en un taol.
Lavarit war va lerc'h : Trugarez Skol Diwan an Alre! ;0))
Mat eo
Ma, kentañ tro war ar blog pe al leurenn
Fañch Ikacheuc'h

09/05/2008 GMT 1

Ar blog, perak?

likhalik @ 09:47

Perak ur blog pa 'z eus eus al lec'hienn c'hoazh?
Feiz! Peogwir on divarrek a-grenn war ar merañ lec'hiennoù hag eo beuzet mat merour hol lec'hienn.
Diwar-se evit heuliañ a-dost buhez Lik Ha Lik eo em eus savet ar blog.
Da skouer eo aet kuit Jeff an tabouliner hag en doa sonet ganeomp e Karaez.
Kavet e oa bet un erlec'hier a-feson gant Faber evit ar sonadeg hor boa graet e miz C'hwevrer er Mondo Bizarro gant Daonet ha Brieg Guerveno. Faber n'eo ket un den dianav (ha pell ac'hann) e bedig Lik Ha Lik rak eo a-drugarez dezhañ ez eus eus Lik Ha Lik. Tabouliner kentañ ar strollad eo ha skrivagner ur bern pozioù keit ha na oan ket gouest d'hen ober.
Met un erlec'hiadenn e oa nemetken.
Abaoe hon eus kavet un tabouliner ha na sone ket rock a-raok met gwell a-se. Damien e anv bihan, ha soner K.G.B (Kangourou Groove Box) ha Quest eo bet. D'an nebeutañ e vo graet un nebeut sonadegoù gant ar memes tabouliner ha vad a raio sur! Gant ma chomo...!!
Hag evit ar re o deus bet anavezet Lik Ha Lik mod-kozh e vo sonet en-dro div ganaouenn e oamp boas da seniñ : Kala Yuga ha Div eur mintin. Met adkempennet int bet da vat.
Muioc'h a geleier diwezhatoc'h
Kentañ tro

LIK HA LIK, Hep Waok'n'Waoll Breizh Ebet

likhalik @ 09:12

Ur sonadeg gant Fiskal Bazar (Ska-Reggae Brezhonek) ha Lik ha Lik d'ar Yaou 15 a viz Mae e Roazhon er Mondo Bizarro evit 30 vloaz Diwan. Aozet eo ar festivalig-mañ "Fuck an hengoun!" e anv gant Skol Diwan Roazhon. Adalek 8e30 e krogo, 5 euro ar mont e-barzh.
Deuit niverus 'ta!
Ha ma ne vefec'h ket evit dont da Roazhon d'an deiz-se ho po un dro all evit gwelout ac'hanomp e Lokoal Mendon. Gant Daonet (rock keltiek e brezhoneg), Fiskal Bazar hag ar Ramoneurs de Menhirs. Aozet gant Skol Diwan an Alre. E sal an Emeraude e vo adalek 8e noz d'ar Sadorn 24 a viz Mae.

Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust