Ar blog, perak?
likhalik @ 09:47Perak ur blog pa 'z eus eus al lec'hienn c'hoazh?
Feiz! Peogwir on divarrek a-grenn war ar merañ lec'hiennoù hag eo beuzet mat merour hol lec'hienn.
Diwar-se evit heuliañ a-dost buhez Lik Ha Lik eo em eus savet ar blog.
Da skouer eo aet kuit Jeff an tabouliner hag en doa sonet ganeomp e Karaez.
Kavet e oa bet un erlec'hier a-feson gant Faber evit ar sonadeg hor boa graet e miz C'hwevrer er Mondo Bizarro gant Daonet ha Brieg Guerveno. Faber n'eo ket un den dianv (ha pell ac'hann) e bedig Lik Ha Lik rak eo a-drugarez dezhañ ez eus eus Lik Ha Lik. Tabouliner kentañ ar strollad eo ha skrivagner ur bern pozioù keit ha na oan ket gouest d'hen ober.
Met un erlec'hiadenn e oa nemetken.
Dibaoe hon eus kavet un tabouliner ha na sone ket rock a-raok met gwell a-se. Damien e anv bihan, ha soner K.G.B (Kangourou Groove Box) ha Quest eo bet. D'an nebeutañ e vo graet un nebeut sonadegoù gant ar memes tabouliner ha vad a raio sur! Gant ma chomo...!!
Hag evit ar re o deus bet anavezet Lik Ha Lik mod-kozh e vo sonet en-dro div ganaouenn e oamp boaz da seniñ : Kala Yuga ha Div eur mintin. Met adkempennet int bet da vat.
Muioc'h a geleier diwezhatoc'h
Kentañ tro

digg it
del.icio.us
N'eus notenn ebet »
Leuskel un notenn