Naoned e Breizh!!
Anat d'an holl a lenn ar pennad-mañ am eus spi. E Breizh emañ Naoned. Ha perak e komzan deoc'h eus tabutoù politikel ken dañjerus ha se ^^? Peogwir e vimp o seniñ e Naoned d'an 18 a viz Here er Ferailleur gant Brieg Guerveno (a anavezit dija sur e sonerezh folk-rock) ha Daonet (stared ar c'horn-bro gant o rock-keltiek). Ya, ni adarre oc'h ober trouz brezhonek. Gant ar memes kanfarted. Ur seurt "Breizh touch"(à ton cul) evit ar re a vev e brezhoneg en un doare normal (estreget selaou sonerezh hengounel Breizh ha debriñ krampouezh a vez graet ganeomp ;O))
Ma, deomp evit an titouroù resis; da 9e emañ ar sonadeg ha 6 euro ar mont e-barzh, n'eo ket ker evit tri strollad ken efedus war al leurenn hag hor re (ya, c'hwezhet hor pennoù, met Waok'n'Waoll eo, Petra 'ri?)
Neuze ken veoc'h gwelet
Fañch Ikacheuc'h

digg it
del.icio.us
21 kae antilhez neketa ? e penn bali prat an dug
E Naoned.
notennet mat. trugarez
Eric | 2008-10-03 - 19:45:08 GMT 1 #
Ha Pariz pegoulz eo ?
fulup | 2008-10-04 - 22:10:01 GMT 1 #
Pariz? Deoc'h da ginnig un deiziad deomp hag ul lec'h ;0))
Klask a reomp dija e Breizh ha trawalc'h a labour zo ganeomp mod-se. Met kavomp tro, perak ket?
Fañch Ikacheuc\\\\\\\'h | 2008-11-08 - 22:02:19 GMT 1 #